Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 172 —

Jesus a lavaras eta d’ezho : « Pa ho pezo savet Mab an den ouz ar groaz, neuze ec’h anavezot piou oun, ha ne ran netra ac’hanon va-unan, mes e lavaran ar pez a zo desket d’in gant va Zad [1]. An hini hen deus va c’hasset a zo ganen, ha n’hen deus ket lezet ac’hanon va-unan, abalamour ma ran bepred ar pez a blij ganthan. »

Epad ma comze evelse, calz a gredas ennhan. Jesus eta a lavaras d’ar Jusevien-ze a gredas ennhan : « Ma talc’hit d’am c’helennadurez, e viot va guir diskiblien, ec’h anavezot ar virionez, hag ar virionez ho tilivro, »

Hi a respontas : « Ni ’ zo ouenn Abraham, ha morse n’omp bet sclavourien unan bennag. Penaoz e lavarit-ta : c’houi a vezo libr ? »

Jesus a respontas d’ezho : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, an neb piou bennag a ra ar pec’hed a zo sclavour ar pec’hed. Hogen, ar sclavour ne jom ket ato en ti, mes ar Mab a jom ato. Ma vezit dilivret gant ar Mab, e viot libr e guirionez, e viot kemeret gant Doue evit he vugale hag e chomot ato en he di. [2] Me ’ c’hoar ez oc’h bugale Abraham hervez ar goad ; mes clask a rit va lakaat d’ar maro, abalamour va c’helennadurez ne gav ket a zigor ennhoc’h. Me a lavar ar pez am eus guelet em Zad ; ha c’houi a ra ar pez ho peus guelet en ho tad, an drouc-spered. »

  1. An Tad, o c’henel ar Mab, a ro d’ezhan he vouisiegez divin gant he natur he-unan. S. Aug. ap. Fillon, in Jo. VIII.
  2. S. Aug., etc., ap., Allioli, in Jo. VIII, 36.