Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/200

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 184 —

carantez Doue ! Setu goulzgoude ar pez a dliet da ober, eb mankout d’an traou all.

Maleur d’ehoc’h-c’houi, Pharisianed, abalamour ma carit ar c’hadoriou kenta er zynagogou hag ar saludou var al leur-gear !

Maleur d’ehoc’h-c’houi, abalamour ma ’z oc’h evel beziou na veler ket ha var bere e valeer eb gouzout ! Ho calon a zo leun a vreinadurez eb na ve gouezet netra.

Eun doctor var al lezen a respontas d’ezhan hag a lavaras : « Mestr, o comz evelse e rit ive dismegans varnomp-ni. »

Jesus a lavaras : « Ha d’eoc’h-c’houi, doctored al lezen, maleur ! abalamour ma sammit an dud deuz sammou ne c’hellont ket da zougen, ha c’houi ne douchit ket ouz ar bec’hiou-ze gant unan deuz ho pizied.

Maleur d’ehoc’h-c’houi a zao beziou ar bropheted ! Ho tadou ho deus lazet anezho. A dra zur, discuez a rit ec’h assantit da oberou ho tadou : rag hi ho deus lazet anezho, ha c’houi a zao ho beziou [1]. Setu perag furnez Doue hen deus lavaret : « Me a gasso d’ezho propheted hag ebestel, hag ez eus etouez ar re-man a lazint hag a voall-gassint, en hevelep doare ma vezo goulennet digant ar rumm dud-man goad an holl bropheted a zo bet scuillet azaleg crouidigez ar bed, azaleg goad Abel beteg goad Zacharias a varvas etre an aoter hag an templ. Ia, me a lavar d’ehoc’h, goulennet e vezo digant ar rumm dud-man.

  1. Ma vije bet ar bropheted da laza, ho dije lazet anezho, mes da zebelia emaïnt c’hoaz : sevel a reont ho beziou.