Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/202

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SEIZVET PENNAD
Kentelliou Hor Zalver d’he ziskiblien ha d’ar bobl
(S. Lucas XII, 1-59 ; XIII, 1-9.)
————


1 — Eneb ar pilpouzerez pe an hypocrisi

En dro da Jesus ec’h en em zalc’he eur bobl tud ker bras ma valeent an eil var egile. Neuze en em lakeas da lavaret d’he ziskiblien : « Diouallit rag goell ar Pharisianed, a zo an hypocrisi. Hogen, n’eus netra goloet ha ne vezo ket disculiet ; netra cuzet ha ne vezo ket gouezet. Rag ar pez ho peus lavaret en denvalijen a vezo lavaret er sclerijen, hag ar pez oc’h eus scuillet er scouarn e diabarz ar c’hrampou a vezo embannet var an toennou. »


2 — Divarbenn doujans Doue ha doujans an dud

« Me lavar d’ehoc’h, va mignoned, na vezit ket spontet gant ar re a laz ar c’horf, ha goudeze ne c’hellont mui ober netra. Mont a ran da ziscuez d’ehoc’h piou a dleit douja : doujit an hini hen deus galloud d’ho cass d’an ifern goude beza tennet ar vuez diganeoc’h. Ia, me ’ lavar d’ehoc’h ; doujit hennez.

» Daoust ha pemp filip ne vezont ket guerzet daou venneg ? Goulzgoude, nicun anezho n’eo ancounac’heat dirag Doue. Mes bleo ho penn memez a zo holl niveret. Setu perag n’ho pezet ket aon : c’houi a dal muioc’h eged meur a filip.