Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/206

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 190 —

da rener var dud he diegez evit rei, d’ar mare, he vuzul guiniz da bep hini ? Eürus ar servicher-ze a vezo cavet gant he vestr, pa zistroio, var dro al labour-ze. E guirionez, me a lavar d’eoc’h, lakeat e vezo ganthan e penn kement tra hen deus. Mes ma lavar ar servicher-ze en he galon : « Va mestr a zale da zont », ha ma c’h-en em laka da skei gant ar mevelien hag ar vitizien, da zrebi, da efa, da en em vesvi, mestr ar servicher-ze a deuio d’an deiz n’her gortoz ket, d’an heur ne c’hoar ket, hag e tispenno anezhan gant an taoliou, hag e stlapo anezhan etouez an dud disleal. Ar servicher hen deus anavezet ioul he vestr ha n’hen deus dalc’het netra prest, na great netra hervez he volontez, han dezo cals taoliou. An hini n’hen deus ket anavezet bolontez he vestr hag hen deus great oberou da veza castizet [1], han dezo neubeut a daoliou. Rag calz a vezo goulennet digant an hini hen deus bet calz, ha seul vui ma vezo bet fiziet en unan bennag, seul vrassoc’h count hen dezo da rei. »


6 — Divarbenn ar persecutionou

« Me a zo deut da daoler an tan var an douar, ha petra fell d’in nemet e crogfe ? Badezet e tlean beza gant eur vadiziant, hini va goad, ha pegement oun goasket gant ar vall d’he c’haout ! Sonjal a rit martreze ez oun deut da zigass ar peoc’h var an douar ? Nann,

  1. Ma n’hen deus ket anavezet bolontez he vestr, eo goulzgoude dre he faot. Theophylact, ap. Fillion, in Luc. XII, 48.