Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/216

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 200 —

da gement hen deus ne c’hell ket beza va diskibl. [1]

» An holen a zo mad, mes, ma ’z eo deut da veza goular, gant petra e vezo blazet ? N’eo mui mad nag evit an douar, nag evit an teil, mes taolet e vezo er meaz. An den a lez gras Doue da vont da goll n’eo mui mad da netra. Ra glevo an hini hen deus diouscouarn da glevet ! »


————
  1. Red eo sevel eun tour a gass d’an env hag ober brezel d’an droug, da lavaret eo, digemeret al lezen gristen. Mes red eo ive sonjal mad e deveriou ar vuez christen. Ma troomp kein da Jesus-Christ, e vezimp goapeet gant he enebourien hag e lakeimp hor zilvidigez e brassoc’h riscl eged na edo araog m’hon doa digemeret ar feiz. Setu perag e tleomp beza distag a galon dioc’h peb tra, evit kerzet varlerc’h Jesus.