Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/219

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 203 —

daolas var he c’houzoug hag e pokas d’ezhan. He vab a lavaras d’ezhan : « Tad, pec’het em eus a eneb an env hag en hoc’h eneb : n’oun ket mui din da veza galvet ho mab. » Mes an tad a lavaras d’he jervicherien : « Buan, digassit eur zae deuz ar re genta ha guiskit anezhan ; lakit eur voalen var he zorn ha boutou dindan he dreid. Digassit ive eul leue lard ha lazit anezhan ; drebomp ha greomp fest ; rag va mab a zo ama a ioa maro, ha setu hen beo adarre ; collet oa, ha setu hen cavet. Hag ec’h en em lakejont da ober fest.

Hogen, he vab cossa a ioa er park. Pa deue d’ar gear ha pa dostea, e clevas ar zon hag ar c’horoll. Gervel a reas unan deuz ar jervicherien hag e c’houlennas outhan petra ioa. Hag heman a lavaras d’ezhan : « Ho preur a zo deut, hag ho tad hen deus lazet eul leue lard, abalamour ma zeo deut d’ezhan yac’h ha salo. » Ar mab cossa a ieas droug ennhan ha ne felle ket d’ezhan mont en ti. He dad a deuas er meaz hag a en em lakeas d’he bedi. Mes hen a respontas d’he dad : « Kement all a vloaveziou ’ zo e servichan ac’hanoc’h, eb terri morse ho courc’hemennou, ha biscoaz n’ho peus roet d’in eur c’havric evit ober fest gant va mignoned ! Mes, pa’z eo deut ho mab a zo aze, goude beza drebet he zanvez gant ar merc’hed fall, ho peus lazet evithan eul leue lard ! » An tad a lavaras d’ezhan : « Va mab, te a zo bepred ganen, ha kement a zo d’in a zo d’id. Mes red oa ober fest hag en em rei d’al laouenedigez, rag da vreur a zo aze a ioa maro, ha setu hen beo adarre ; collet e oa, ha setu hen cavet. »