Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/228

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 212 —

nemet an divroad-man a vije distroet hag hen dije roet gloar da Zoue ! » Hag e lavaras d’ezhan : « Sao, kerz, da feiz hen deus saveteet ac’hanot. »


6 — Divarbenn donedigez rouantelez doue

Ar Pharisianed a c’houlennas diganthan : « Peur e tle dont rouantelez Doue ? » Dre rouantelez Doue e clevent eur rouantelez Juseo savet er bed-man gant ar C’hrist var enebourien ar vro. Jesus a zavas he vouez da lavaret d’ezho : « Rouantelez Doue ne deu ket en eun doare hag a c’heller da velet. Ne vezo ket lavaret : ema aman, ema a-hont. Rag setu ema rouantelez Doue en ho creiz, e kement leac’h ma ’z eus eun ene hag a gred ennon. » [1]

Ha Jesus a lavaras d’he ziskiblien : « Dont a rei eun amzer, kement e viot poaniet er bed, ma c’hoanteot guelet unan deuz deveziou Mab an den, ha ne velot ket. Lavaret e vezo d’ehoc’h, rag fals christou a deuio : ema aman, ema a-hont. Ne d-it ket, ne heuillit den. Rag evel eul luc’heden, pa lintr a zindan an env, a lugern var gement a zo dindan an env, evelse e vezo Mab an den d’he zeiz, pa deuio da varn ar bed. Mes da genta e tle gouzanv calz ha beza distaolet gant ar ouenn-man.

» Evel ma tigouezas e deveziou Noe, evelse e tigouezo e deveziou Mab an den. Dribi hag eva a reat, ar goazed a gemere merc’hed hag ar merc’hed a veze roet e priedelez, beteg an deiz

  1. Farrar, ap. Fillion, in Luc. XVII, 21