Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/233

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 217 —

Neuze e oue digasset d’ezhan bugale evit ma touchfe outho, ma lakafe he zaouarn varnho ha ma pedfe evitho. O velet an dra-ze, an diskiblien a rea rebechou d’ar re ho digasse. Pa daolas evez ouz he ziskiblien, Jesus a ieas droug ennhan, hag o veza galvet ar vugale, e lavaras : « Lezit ar re vihan-ze da zont davedon ha na virit ket outho da dostaat ouzin, rag rouantelez an env a zo d’ar re a zo henvel outho. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h : an hini ne zigemero ket rouantelez an env didroidel evel eur c’hrouadur ne d-ei ket ebarz. » Neuze e vriatas ar vugale-ze, e lakeas he zaouarn varnho, e vennigas anezho hag ez eas kuit ac’hano.


————