Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/234

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEMZEGVET PENNAD
Danjer ar binvidigez. Ali da zilezel ar madou
(S. Vaze, XIX, 16-30 ; S. Marc, X, 17-31 ; S. Lucas, XVIII, 18-30.)
————


Pa ’z eas var an hent, unan deuz ar pennou-bras a ziredas, hag o plega he c’hlin dirazhan, e reas outhan ar goulen-man : « Mestr mad, pe vad am eus da ober evit caout ar vuez peurbadus ? »

Jesus a lavaras d’ezhan : « Perag e c’houlennes ouzin ar pez a zo mad ? Perag e lavares oun mad ? N’eus hini mad dre natur nemet Doue ebken. Hogen, ma fell d’id antreal er vuez, mir ar gourc’hemennou. » — « Pere, emezhan ? » — « Anaout a res anezho, a lavaras Jesus ; na ri ket avoultriach ; na lazi ket ; na laeri ket ; na lavari ket fals testeni ; na ri ket troidellerez ; enor da dad ha da vamm ; car da nessa eveldot da-unan. »

An den yaouank a lavaras d’ezhan : « Mestr, miret em eus an holl draou-ze azaleg va yaouankiz ; petra ’ vank din c’hoaz ? » Jesus, pa glevas an dra-ze, o veza sellet outhan, her c’haras hag a lavaras : « Eun dra a vank d’id : ma c’hoantees beza parfet, kea, guerz kement a peus ha ro-hen d’ar beorien ; hag e pezo eun tenzor en env. Goude, deus d’am heul. » O clevet an dra-ze, an den yaouank a oue glac’haret hag a ieas kuit tenval he benn, rag bez’ hen doa calz danvez.