Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/241

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIL PENNAD
Jesus a zigass Lazar e buez. (S. Iann, XI, 1-46.)
————


Hogen, bez’ ez oa e Bethanii, e keriaden Mari ha Martha, he c’hoar, eun den clanv, hanvet Lazar. — Mari eo an hini a scuillas louzou-c’houez-vad var an Aotrou hag a zec’has he dreid gant he bleo ; Lazar, ar c’hlanvour, a ioa breur d’ezhi. — He c’hoarezed eta a gassas tud da lavaret da Jesus : « Aotrou, an hini a garit a zo clanv. » O veza clevet ar c’helou-ze, Jesus a lavaras d’ezho : « Ar c’hlenved-se ne denn ket d’ar maro, mes da c’hloar Doue, evit ma vezo meulet Mab Doue dreizhan. » Hogen, Jesus a garie Martha, he c’hoar Mari ha Lazar.

O veza clevet eta kelou ar c’hlenved, e chomas evelato daou zevez er memez leac’h. Goudeze e lavaras d’he ziskiblien : « Deomp adarre d’ar Judee. » An diskiblien a lavaras d’ezhan : « Mestr, a-nevez zo ar Jusevien a glaske ho labeza, hag e tistroit di adarre ! » Jesus a respontas : « Ha n’eus ket daouzeg heur deiz ? An neb a vale en deiz ne stok ket, abalamour ma vel sclerijen ar bed-man ; mes ma vale en noz e stok, abalamour ar sclerijen n’ema ket ennhan. » An Tad eo sclerijen ha nerz Jesus : netra ne c’hello noazout d’ezhan, keit ha ne falvezo ket gant an Tad digass noz ar Bassion. Goude ar c’homzou-ze, e lavaras d’ezho : « Hor mignon Lazar a zo cousket ; mes mont