Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEMPET PENNAD
Ginivelez Iann Vadezour. Cantic Zacharias (S. Lucas, I, 57-80)
————


Goulzgoude, dont a reas evit Elisabeth an amzer da c’henel, hag e c’hanas eur mab. He amezeien hag he c’herent a glevas hen doa an Aotrou discuezet he drugarez vras en he c’henver, hag e verkent d’ezhi ho levenez.

D’an eizvet devez e teujont da rei ar zirconcision d’ar bugel hag e c’halvent anezhan Zacharias deuz hano he dad. Mes he vamm a respontas : « Nann ; hanvet e vezo Iann. » Hag e lavarjont d’ezhi : « n’eus den ebed en ho kerentiez hag a zougfe an hano-ze. » Hag e c’houlennent dre zin ouz he dad pe hano a felle d’ezhan rei d’ar c’hrouadur. O veza goulennet eun daolen e scrivas varnhi : « Iann eo he hano. » Hag an holl a oue souezet.

Kerkent he c’hinou a zigoras hag he deod o comz a vennige Doue. Aon a grogas en holl amezeien, hag an holl draou-ze a oue brudet e holl meneziou ar Judee. Kement hini ho c’hlevas a zalc’has anezho en he galon en eur lavaret : « Petra ’ gav d’ehoc’h e vezo ar bugel-ze ? » Evit guir, dorn an Aotrou a ioa ganthan.

Zacharias, he dad, a oue carget deuz ar Spered-Santel, hag e prophesias en eur lavaret :

Benedictus dominus Deus Israel...

« Ra vezo benniget an Aotrou, Doue Israel, abalamour m’en deus bisitet ha dasprenet he bobl.