Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/256

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 240 —

da Vethanii, var ar menez Olived, Jesus a gassas daou deuz he ziskiblien en eur lavaret d’ezho : « It d’an tiegez a zo dirazhoc’h, ha kerkent ma c’h-erruot, e cavot stag eun azenez hag he azen yaouank n’eus pignet c’hoaz den ebed varnhan : distagit ha digassit anezho d’in. Ma lavar unan bennag d’ehoc’h : « Petra ’ rit ? Perag e tistagit ar re-ze ? » Respontit : « An Aotrou hen deus ezom anezho », ha dioc’h-tu e lezo anezho da vont. »

Tud ar gefridi a ieas, hag e cavjont, evel ma lavaras d’ezho, an azen yaouank stag er meaz dirag an or, etre daou hent. Epad ma tistagent anezhan, he vistri a ioa eno a lavaras d’ezho : « Perag e tistagit hennez ? » Hi a respontas evel m’hen doa Jesus gourc’hemennet d’ezho : « Abalamour an Aotrou hen deus ezom anezhan. » Neuze e oue lezet gantho.

Digass a rejont da Jesus an azenez hag an azen yaouank, ha goude beza goloet anezho gant ho dillad, e lakejont Jesus da azeza var an azen.

An holl draou-ze a oue great evit ma teuje da vir ar pez hen doa lavaret ar prophet evelhen : « Lavarit da verc’h Sion, da Jerusalem : n’as pez ket aon : setu da roue o tont davedot leun a zousder, azezet var eun azenez ha var azen yaouank an hini a zoug ar ieo. » An diskiblien ne gomprenjont ket an dra-ze dioc’htu ; mes pa ’z eas Jesus en he c’hloar, neuze e teuas da zonj d’ezho oa scrivet an traou-ze divar he benn hag ho doa great anezho en he genver.

Ar foul vras a ioa deut evit ar gouel, pa