Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/257

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 241 —

glevas e teue Jesus da Jerusalem, a gemeras bodou palmez hag a ieas d’he ziambroug. Calz a lede ho dillad var an hent ; lod a droc’he scourrou guez hag ho zaole var an hent.

Pa dostea dija ouz disken ar menez Olived, holl foul he ziskiblien a en em lakeas laouen da veuli Doue a vouez huel divarbenn an holl burzudou ho doa guelet. An dud a ioa ganthan, pa c’halvas Lazar euz ar bez ha p’he zavas a douez ar re varo, a roe testeni d’ezhan. Eur maread-tud a deuas eta d’he ziambroug, abalamour m’ho doa clevet hen doa great ar burzud-ze. An dud a ioa er penn araog, kercoulz hag ar re a deue varlerc’h, a ioue en eur lavaret : « Hosanna da vab David ! Benniget roue Israel, an hini a deu en hano an Aotrou ! Benniget donedigez ren David, hon tad ! Hosanna ! Peoc’h en env ! Gloar e bar an envou ! »

Lod deuz ar Pharisianed, mesket gant ar bobl, a lavaras d’ezhan : « Mestr, grit d’ho tiskiblien tevel. » Jesus a respontas d’ezho : « Me a lavar d’ehoc’h, ma tav ar re-man, ar vein a iouo. »

Pa oue tost da gear, e vouelas varnhi ouz he guelet hag e lavaras : « Ma pije anavezet, te ive, memez d’an deiz-man a zo roet did ar pez a c’hell rei d’id ar peoc’h ! Mes cuzet eo breman ouz da zaoulagad. Dont a rei deveziou varnot ma cleuzo da enebourien tro var dro d’id, ma kelc’hint ac’hanot, ma voaskint ac’hanot a beb tu, ma tiscarint ac’hanot d’an douar gant da vugale a zo en da greiz, ma ne lezint ket ennot mean var vean, abalamour n’e peus ket anavezet amzer bizit an Aotrou. »

Pa z eas Jesus e Jerusalem, kear holl a oue