Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/270

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 254 —

zo varnhan ? » — « Re Cesar, emezho. » Jesus a lavaras : « Roit eta da Zesar ar pez a zo da Zesar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. » Ne c’helljont ket tamall he gomz dirag ar bobl. Souezet gant he respont, ne lavarjont ger hag e lezjont anezhan evit mont kuit ac’hano.

Er memez devez e teuas d’he gaout Sadduceaned, tud hag a nac’he ar resurrection. Ober a rejont outhan ar goulen-man : « Mestr, Moyses hen deus merket d’eomp an dra-man : ma varv unan bennag en eur lezel he c’hreg var he lerc’h, mes crouadur ebed, he vreur a dle kemeret ar c’hreg-se evit rei eur c’hrouadur d’an hini maro. Mad ! bez’ ez oa seiz breur en hon touez. Ar c’henta a zimezas hag a varvas disher. An eil a gemeras he c’hreg hag a varvas he-unan disher. An trede a reas ar memez tra, hag ar re all beteg ar seizvet, hag e varvjont holl eb lezel bugale. Erfin, ar vaouez a varvas da ziveza. D’ar resurrection, pa zistroint e buez, da biou e vezo ar vaouez-se, rag seiz ho deus bet anezhi ? »

Jesus a respontas d’ezho : « Ha ne velit-hu ket e faziit, abalamour ne gomprenit ket ar Scrituriou na galloud Doue ?

» Bugale ar bed-man a gemer priejou hag a zo roet e priedelez ; mes ar re a vezo cavet din deuz ar vuez all ha deuz ar resurrection a douez ar re varo ne zimezint ket ha ne gemerint ket priejou, rag ne c’hellint ket mervel hiviziken : henvel int ouz an elez, ha bugale int da Zoue, abalamour ma ’z int bugale ar resurrection.