Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/273

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 257 —

eno, e teuas da vir ar c’homzou-man hen deus lavaret ar prophet Isaias : « Aotrou, piou hen deus credet ouz hor c’hlevet ? Ha breac’h an Aotrou, da biou eo bet discuezet ? » Ne c’hellent ket credi, abalamour Isaias hen deus lavaret c’hoaz : « Dallet hen deuz ho daoulagad ha caledet ho c’halonou, en eur denna digantho he C’hras abalamour d’ho bolontez fall. Evelse ne velint ket gant ho daoulagad, ne gomprenint ket en ho c’halon, evit distrei ha beza pareet ganen. » Setu ar pez a lavaras Isaias pa velas gloar ar C’hrist ha pa gomzas divar he benn.

Evelato, calz deuz ar pennou bras a gredas ennhan, mes ne anzavent ket abalamour d’ar Pharisianed, gant aon da veza taolet er meaz euz ar synagog. Muioc’h e carjont gloar an dud eged gloar Jesus.

Hogen, Jesus a lavaras a vouez huel : « An hini a gred ennon ne gred ket ennon, mes en hini hen deus va c’hasset ; hag an hini a vel ac’hanon a vel an hini hen deus va c’hasset. Me eo ar sclerijen, me a zo deut er bed evit ne jomo ket en denvalijen an neb piou bennag a gred ennon. An hini hen deus clevet va c’homzou ha n’hen deus ket ho miret n’eo ket ganen-me ez eo barnet ; rag n’oun ket deut da varn ar bed, mes da zavetei ar bed. An hini va disprij ha ne zigemer ket va c’homzou hen deus ar pez he varno : va c’helennadurez he varno d’an deiz diveza. Rag n’em eus ket comzet ac’hanon va-unan, mes an Tad hen deus va c’hasset eo hen deus he-unan gourc’hemennet d’in petra da lavaret ha pe-