Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/282

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 266 —

ven deuz ho penn da goll. Dre ho stardder e talc’hot hoc’h eneou.

» Sevel a rei neuze meur a fals prophet hag e touellint calz tud. Abalamour ma vezo dirollet ar fallagriez, carantez meur a hini a ienaio. Mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin a vezo salvet.

» Aviel-man ar rouantelez a vezo prezeget er bed holl, e testeni d’an holl boblou, ha neuze ebken e teuio ar fin. (Pa deuas ar fin evit Jerusalem, an aviel a ioa dija prezeget, hervez S. Paol, er bed anavezet en amzer-ze). [1]


2 — Dismantr Jerusalem

» Pa velot oc’h en em zevel el leac’h-santel, e Templ Jerusalem, el leac’h na dle ket beza, ar fallagriez mantrus a zo bet discleriet gant ar prophet Daniel, — ra gompreno al lenner, — pa velot Jerusalem kelc’het gant eun arme, deskit ez eo tost he dismantr. An dud a zo neuze er Judee, ra dec’hint er meneziou ; ar re a zo e kear, ra bellaint ; ar re a zo var ar meaz, ra ne deuint ket ebarz ; an hini a zo var al leur-zoen, ra ne ziskenno ket da lamet eun dra bennag euz he di ; hag an hini a zo er park, ra ne zistroio ket da gemeret he viskamant. Rag an deveziou-ze a zo deveziou a venjans, evit sevenedigez an holl draou a zo scrivet.

» Maleur d’ar merc’hed a zougo ha d’ar re a vago en deveziou-ze ! Pedit evit na rankot ket

  1. S. Paol, Rom. X, 18; Col. I, 23. Cf. S, Yann Chrysostom, Hom. LXXV, in Mat.