Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/298

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 282 —

goude ar goan, e rentas grassou hag e roas anezhan d’ezho en eur lavaret :

« Efit anezhan holl ; rag an dra-man eo va goad, goad an allians nevez, a vezo scuillet evidhoc’h hag evit eleiz a dud abalamour d’ezho da gaout ar pardon deuz ho fec’hejou. Grit an dra-man, beb vech ma c’h-efot anezhan, evit delc’her sonj ac’hanon. Rag beb vech ma trebot ar bara-man ha ma c’h-efot ar c’halir, ec’h anonsot maro an Aotrou, beteg ma teuio. » — S. Paol, 1 Cor., XI, 25-26.


5 — An treitour, disculiet adarre, a ia er meaz
(S. Lucas, 21-23 ; S. Iann, 23-30.)

« Goulzgoude, a lavaras Jesus, dorn an treitour a zo ganen ouz an daol-man. Evit guir, Mab an den a ia evel ma ’z eo merket. Mes maleur d’an den-ze he dreïsso ! »

An ebestel a en em lakeas da c’houlen an eil ouz egile piou anezho a dlie ober an dra-ze.

Hogen, unan deuz an diskiblien, Iann, an hini caret gant Jesus, a ioa dem-c’hourvezet e kerc’hen Jesus. Simon-Per, en eur ober sin dezhan, a lavaras : « Deuz piou e comz ? » Setu perag an diskibl, oc’h alcodi var gerc’hen Jesus, a lavaras d’ezhan : « Aotrou, piou eo ? »

Jesus a respontas d’ezhan : « An hini a ginnigin d’ezhan bara soubet, hennez eo. » Hag o veza soubet bara, e roas anezhan da Judas Iscariot, mab Simon. Varlerc’h an tamm-ze, Satan a ieas ennhan. Jesus a lavaras d’ezhan :