Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/302

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 286 —

em bije lavaret d’ehoc’h ; rag mont a ran da bourchass d’ehoc’h eur plas. Pa vezin eat kuit ha p’am bezo pourchasset d’ehoc’h eur plas, me a zistroio hag ho kemero ganen, evit ma viot el leac’h m’emaon. Gouzout a rit da beleac’h ez an hag anaout a rit an hent. »

Thomas a lavaras d’ezhan : « Aotrou, ne c’houezomp ket da beleac’h ez it ; penaoz e c’hellomp-ni anaout an hent ? »

Jesus a lavaras d’ezhan : « Me eo an hent, ar virionez hag ar vuez. Nicun ne deu da gaout an Tad nemet dreizon. M’ho pije anavezet ac’hanon, ho pije anavezet va Zad ; eb dale ec’h anavezot anezhan, hag her guelet ho peus. »

Philipp a lavaras d’ezhan : « Aotrou, discuezit d’eomp an Tad, hag eo avoalc’h evidomp. »

Jesus a lavaras d’ezhan : « Keit all ’ zo emaon ganehoc’h, ha n’ho peus ket anavezet ac’hanon ! Philipp, an hini a vel ac’hanon a vel ive an Tad, rag hon daou hon deus ar memez natur. Penaoz ta e lavares : discuezit d’eomp an Tad ? Ha ne gredit-hu ket emaon en Tad hag ema an Tad ennon ? Ar c’homzou a lavaran d’ehoc’h, n’ho lavaran ket ac’hanon va-unan. An Tad a jom ennon a ra he-unan an oberou, ar miraclou a velit ac’hanon oc’h ober. Ha ne gredit-hu ket emaon en Tad hag ema an Tad ennon ? Credit da neubeuta abalamour d’an oberou ho-unan.

» E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h : an hini a gred ennon a reio ive an oberou a ran, ha re vrassoc’h c’hoaz a reio, aba-