Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/306

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


TREDE PENNAD
Var hent Jethsemani a dreuz guiniennou
(S. Iann, XV, XVI, XVII).
————


1 — Jesus eo ar vinien. Lezen ar garantez. Pec’hed ar bed o cassaat jesus hag he ziskiblien

« Me eo ar vinien guirion, a lavaras Jesus en eur vont varzu ar menez Olived, ha va Zad eo al labourer. Distaga ’ reio kement scour ne zoug ket a frouez ennon, ha discoultra ’ reio an hini a zoug frouez, evit ma tougo muioc’h. »

» C’houi a zo dija pur abalamour d’ar c’homzou am eus lavaret d’ehoc’h. Chomit ennon dre ar feiz : me a jom ennhoc’h dre va gras. Evel ar scour ne zoug ket frouez anezhan he-unan, ma ne jom ket stag ouz ar vinien, evelse na c’houi kenneubeut, ma ne jomit ket ennon. Me eo kef ar vinien, c’houi eo ar scourrou. An hini a jom ennon ha me ennhan, hennez a zoug calz frouez, rag ebdon ne c’hellit ober netra. Ma ne jom ket unan bennag ennon, e vezo taolet er meaz evel eur scour, hag e sec’ho, hag e vezo destumet, hag e vezo stlapet en tan, hag e tevo. Ma chomit ennon ha ma chom ennhoc’h va c’homzou, c’houi a c’houlenno kement a c’hoanteot, hag e vezo roet d’ehoc’h. Gloar va Zad eo e rafec’h calz frouez hag e teufec’h da veza va diskiblien.

» Evel va Zad hen deus va c’haret, me ive am eus ho caret. Chomit em c’harantez. O viret va gourc’hemennou e chomot em c’harantez,