Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

vezas anezhan en eur c’hraou, abalamour n’oa ket a blas evitho en hostaliri.

Hogen, bez’ ez oa er memez leac’h pastored var zao, hag a zioualle ho jatal, peb hini d’he dro, epad lodennou an noz. [1] Ha setu eal an otrou a en em ziscuezas en ho c’hichen, ha sclerijen Doue a lugernas en dro d’ezho. Eur spont bras a grogas ennho. Mes an eal a lavaras d’ezho : « N’ho pezet ket aon ; me a zigass d’ehoc’h eur c’helou mad, a vezo eur joa vras evidhoc’h hag evit ar bobl a bez. E kear David ez eus ganet d’ehoc’h hirio eur Zalver, a zo ar C’hrist an Aotrou. Ha setu ar sin evidhoc’h : aout a reot eur bugel mailluret ha gourvezet en eur c’hraou. »

Kerkent eur maread elez deuz an env a en em unanas gant an eal, hag e veulent Doue, hag e lavarent : « Gloar da Zoue e bar an envou ha peoc’h var an douar d’an dud a volontez vad. »

Pa oue en em dennet an elez en env, ar bastored a lavare an eil d’egile : « Deomp beteg Bethlehem ha guelomp ar pez a zo digouezet hag hen deus roet d’eomp an Aotrou da anaout. » Diredet a rejont eta hag e cavjont Mari ha Joseph, hag ar bugel gourvezet en eur c’hraou. O velet anezhan ec’h anavezjont ar virionez deuz ar pez a ioa bet lavaret d’ezho divarbenn ar bugel-ze. Kement hini a glevas an dra-ze a oue souezet, hag ive gant ar pez a ioa bet lavaret d’ezho gant ar bastored.

  1. An noz a ioa rannet e peder loden e touez ar Jusevien : unan a iea beteg nav heur, eun all beteg anter-noz, eun all beteg teir heur hag an dïveza beteg c’huec’h heur.