Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/323

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 307 —

« Ni hon deus clevet anezhan o lavavet : me a ziscaro an templ-man great dre zaouarn an dud, hag e tri devez, e savin a nevez eun all ne vezo ket great dre zaouarn an dud. » Ho zesteniou na en em gavent ket henvel.

Ar beleg-bras a zavas en he za e creiz ar c’honseil hag a c’houlennas ouz Jesus : « Ne respontit ket ta d’an testeniou a zoug ar re-man en hoc’h eneb ? » Jesus a jome sioul ha ne respontas ket. Ar beleg-bras a lavaras d’ezhan adarre : « Me a gemen d’ehoc’h, dre an Doue beo, lavaret d’eomp ha c’houi eo ar C’hrist, Mab an Doue benniget. »

Jesus a lavaras d’ezhan : « Hel lavaret ho peus : beza oun. Memez e lavaran d’ehoc’h eun deiz e velot Mab an den azezet en tu deou da c’halloud Doue hag o tont var goabrennou an env. » Neuze ar beleg-bras a rogas he zillad en eur lavaret : « Blasphemet hen deus. Da betra hon deus-ni c’hoaz ezom testou ? Clevet ho peus ar blasphem : petra ’ gav d’ehoc’h. » An holl a zougas ar varnedigez-man : « Din eo a varo. »

Neuze an dud a zalc’he Jesus a en em lakeas lod anezho d’her goapaat ha da dufal ouz he vizach ; lod all, da voucha he fas ha da rei d’ezhan taoliou dorn en eur lavaret : « Christ, divin d’eomp, piou hen deus da skoet? » Ar mevelien a roe d’ezhan javedadou hag a lavare en he eneb calz traou leun a zismegans.