Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/324

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 308 —


2 — Tri nac’h Per
S. Vaze, 58, 69-75 ; S. Marc, 54, 66-72 ; S. Lucas, 54-62 ; S. Iann, 15-18, 25-27.

Pa gasset Jesus da di ar beleg-bras, Simon-Per hag eun diskibl all, Iann, a heulias anezhan a ziabell, beteg ar porz. An diskibl all a ioa deuz anaoudegez ar beleg-bras hag a ieas gant Jesus er porz : Per avad a jome en he za en dianveaz e kichen an or. An diskibl all, anavezet gant ar beleg-bras, a deuas er meaz, a gomzas ouz ar borzierez hag a reas digeri da Ber.

E creiz ar porz ez oa tan-glaou var elum, rag ien oa. Ar mevelien hag ar goardou a ioa tro var dro, en ho za pe azezet, hag a en em domme. Per a azezas en ho zouez evit en em domma ha guelet petra erruje.

Unan deus mitizien ar beleg-bras, ar borzierez, o velet anezhan azezet er sclerijen hag o veza sellet piz outhan, a lavaras : « Heman a ioa ganthan. Ha n’out ket deuz diskiblien an den-ze ? Te a ioa gant ar Galilean, Jesus a Nazareth. » Mes Per a nac’has Jesus dirag an holl en eur lavaret : « Maouez, ne c’houzon ket petra lavares ; ne anavezan ket anezhan. »

Per a ieas kuit, dirag an or, hag ar c’hillog a ganas. Eur vatez all a velas anezhan hag a lavaras d’ar re a ioa eno : « Heman a ioa ive gant Jesus a Nazareth ; heman a zo unan anezho. » — « Ia, eme eur goaz, te a zo unan anezho. » Per a lavaras : « Goaz, n’oun ket. » Hag e nac’has adarre en eur doui : « Ne anavezan ket an den-ze, emezhan. »