Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/337

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 321 —

Pa ’z eant euz kear, e cavjont eun den euz Cyren, hanvet Simon, tad Alexandr ha Rufus, o tistrei euz he verouri. Ar zoudarded her c’hemeras, a lakeas ar groaz varnhan hag a redias anezhan d’he dougen varlerc’h Jesus. [1]

Eur foul vras a dud hen heulie, ha calz merc’hed a vouele hag a hirvoude varnezhan. Jesus a droas varzu ennho hag a lavaras : « Merc’hed Jerusalem, na vouelit ket varnon, mes gouelit varnhoc’h hoc’h-unan ha var ho pugale. Rag setu e teu deveziou, deveziou dismantr Jerusalem, e pere e vezo lavaret : « Eürus ar merc’hed difrouezus, ar re n’ho deus ket ganet hag ar re n’ho deus ket maget. » Neuze ec’h en em lakeint da lavaret d’ar meneziou : « Couezit varnomp : » ha d’an torgennou : « Goloit ac’hanomp. » Rag, ma vez great kement-man d’ar c’hoad glaz, d’an hini a vev deuz buez Doue, petra ne vezo ket great d’ar c’hoad seac’h, d’ar bobl a zo en em zistaget dioc’h Doue oc’h ober ar pec’hed euzussa ? »

Cass a reat ive gant Jesus daou dorfetour evit beza lakeat d’ar maro.


2 — Jesus staget ouz ar groaz

Digouezout a rejont var ar C’halvar, pe ar Golgotha, hag e rojont d’ezhan da eva guin mesket gant myrr ha gant vestl. Jesus a danvas, mes ne fellas ket d’ezhan eva.

  1. Creden goz ar gristenien a gomz ive deuz ar Verc’hez Vari a en em gavas gant Jesus, epad hent ar C’halvar, ha deuz ar Veronic a zec’has d’ezhan he vizach.