Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIZVET PENNAD
Purification ar Verc'hez. Jesus kinniget en templ
(S. Lucas, II, 22-39)
————


Pa deuas deveziou purification Mari hervez lezen Moyses, e cassjont ar bugel da Jerusalem evit he lakaat dirag an Aotrou. Rag scrivet eo e lezen an Aotrou : peb paotr kenta-ganet gant he vamm a vezo kinniget d’an Aotrou. Rei a dlient ive evit ar zacrifis, hervez m’eo scrivet e lezen an Aotrou, eur c’houblad turzunelled pe diou goulm vihan.

Hogen, bez’ ez oa neuze e Jerusalem eun den hanvet Simeon. An den-ze a ioa just ha leun a zoujans Doue. Gortoz a rea frealzidigez Israel, hag ar Spered-Santel a ioa ennhan. Discleriet oa bet d’ezhan gant ar Spered-Santel ne velje ket ar maro araog m’han dije guelet Christ an Aotrou. Dont a reas d’an templ poulzet gant ar Spered. Ha pa edo kerent Jesus o tigas anezhan, abalamour da ober evithan ar pez oar boazet hervez al lezen, her c’hemeras etre he zivreac’h, hag e vennigas Doue en eur lavaret :

Nunc dimittis servum tuum...

« Breman, Aotrou, lezit ho servicher da vont e peoc’h, hervez ho ker, rag va daoulagad ho deus guelet ar Zalver a deu ac’hanoc’h, an hini oc’h eus lakeat dirag fas an holl boblou evel ar sclerijen a scleraio an dud, ha gloar ho pobl Israel. »