Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/340

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 324 —

an doctored ha pennou braz ar bobl, a c’hoapea anezhan hag a lavare etrezho : « Saveteet hen deus ar re all : ra en em zaveteio he-unan, ma ’z eo ar C’hrist, an hini a zo choazet gant Doue ! Ne c’hell ket en em zavetei he-unan. Ma ’z eo ar C’hrist, roue Israel, ra ziskenno breman euz ar groaz, hag o velet an dra-ze, e credimp ennhan ! He fizians en deus lakeat e Doue : ra deuio breman Doue d’he zilivra, m’han deus carantez evithan, rag lavaret hen deus : « Mab Doue oun. »

Ar zoudarded ive a dostea outhan hag her goapae en eur ginnig d’ezhan guinegr, hag en eur lavaret : « Ma ’z out roue ar Jusevien, en em zalv ta da-unan ! »

Beteg al laeron a ioa bet staget ganthan ouz ar groaz a daole varnhan dismegans. Unan anezho a voall-gomze en he eneb en eur lavaret : « Ma ’z out ar C’hrist, en em zalv da-unan ha ni ganez. Mes egile a scandale anezhan en eur lavaret : « Te kenneubeut, a zo condaonet d’ar memez poan, n’e peus ket aon rag Doue. Evidomp-ni n’eo nemet justis, rag ni hon deus ar pez a virit hon torfejou ; mes heman n’hen deus great droug ebed. »

Hag e lavare da Jesus : « Aotrou, bezit sonj ac’hanon, pa viot digouezet en ho rouantelez. » Ha Jesus a lavaras d’ezhan : « E guirionez, me a lavar d’id : hirio e vezi ganen er baradoz. »


4 — An denvalijen. Ar c’homzou diveza hag ar maro

Azaleg ar c’huec’hvet heur, creiz-deiz, beteg an navet heur, teir heur, an denvalijen a c’ho-