Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 332 —
deus lavaret an toueller-ze, pa edo c’hoaz beo : « Goude tri devez me a ressuscito. » Gourc’hemennit eta ma vezo diouallet ar bez beteg an trede deiz gant aon ne deufe he ziskiblien da laerez anezhan ha ne lavarfent d’ar bobl : « Savet eo a douez ar re varo. » Rag an diveza fals-creden a ve goassoc’h eged ar c’henta. »
Pilat a lavaras d’ezho : « Beza ho peus goardou ; it ha diouallit egiz ma c’houzoc’h ober. »
Mont a rejont eta, hag e tifenjont ar bez en eur ziella ar mean hag en eur lakaat goardou.
————