Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/349

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


TREDE RANN
————
Jesus a zistro e buez hag a bign en envou
————
KENTA PENNAD
Ar Resurrection (S. Vaze, XXVIII, 1-15 ; S.Marc, XVI, 1-11 ; S. Lucas, XXIV, 1-12 ; S. Iann, XX, 1-18.)
————
1 — Merc’hed a ia d’ar bez
(S. Vaze, 1 ; S. Marc, 1-4 ; S. Iann, 1.)

Pa oue tremenet ar Sabbat, da guz-heol ar zadorn, Mari, mamm Jakes, ha Salome a brenas louzou c’houez-vad evit mont da valzami Jesus.