Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/352

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 336 —

dalen [1]. Rag ne c’houient ket c’hoaz ar pez a lavar ar Scritur : e tlie sevel a douez ar re varo.

Goudeze an diskiblien a zistroas d’ho zi.


6 — Jesus en em ziscuez da Vari-Madalen
(S. Iann, 11-17.)

Mes Mari-Madalen a jomas en he za e dianveaz ar bez, hag e vouele. Epad ma lenve e plegas hag e sellas er bez. Guelet a reas daou eal guisket e guenn, azezet el leac’h m’oa bet lakeat corf Jesus, unan e plas ar penn hag eun all e plas an treid. Lavaret a rejont d’ezhi : « Maouez, perag e vouelit ? » — « Abalamour, emezhi, ho deus lamet va Aotrou, ha ne c’houzon ket e peleac’h ho deus lakeat anezhan. »

Goude beza lavaret an dra-ze e tistroas var he c’hiz hag e velas Jesus en he za, eb gouzout oa Jesus. « Maouez, eme Jesus, perag e voueles ? Piou a glaskes ? » Mari, o sonjal oa mestr al liorz, a lavaras d’ezhan : « Ma ’z eo c’houi ho peus lamet anezhan, lavarit d’in e peleac’h ho peus hel lakeat, ha me her c’hasso ganen. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Mari ! Hag hi distrei ha lavaret : « Rabboni ! da lavaret eo : Mestr ! » Jesus a lavaras d’ezhi : « Ne douch ket ouzin pelloc’h [2], rag n’oun ket pignet c’hoaz da gaout va Zad ; va guelet a ri meur a vech ; mes kea da gaout va breudeur ha lavar

  1. S. Aug. ap. Fillion, in Jo. XX, 8.
  2. Maldonat, ap. Fillion, in Jo. XX, 17.