Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/360

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 344 —

spontet, a zonje guelet eur spered dindan furm eun den. Hag e lavaras d’ezho : « Perag oc’h trubuillet ? Perag e sao ar zonjou-ze en ho calon ? Guelit va daouarn ha va zreid : me va-unan eo ; touchit ha guelit : eur spered n’hen deus na kig, nag eskern, evel a velit em eus-me. » Goude beza lavaret an dra-ze, e tiscuezas d’ezho he zaouarn, he gostez hag he dreid. An diskiblien a oue carget a levenez o velet an Aotrou. Evel ne gredent ket c’hoaz mad avoalc’h ha ma choment estlammet abalamour d’ho levenez, e lavaras : « Bez’ ho peus aman eun dra bennag da zribi ? » Kinnig a rejont d’ezhan eun tamm pesk rostet hag eun diren-vel. Dribi a reas dirazho, hag o veza kemeret ar restadou, ho roas d’ezho. Goudeze e rebechas d’ezho ho spered difeiz hag ho c’halon aheurtet, abalamour n’ho doa ket credet ar re ho doa guelet anezhan ressuscitet.

Hag e lavaras d’ezho adarre : « Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! Evel m’hen deus casset va Zad ac’hanon, me a gass ac’hanoc’h. Goude beza lavaret an dra-ze, e c’hoezas varnho hag e lavaras : « Recevit ar Spered-Santel : ar pec’hejou a vezo pardonet d’ar re m’ho pezo ho fardonet, ha ne vezint ket pardonet d’ar re n’ho pezo ket ho fardonet. » [1]

Hogen, Thomas, unan deuz an daouzeg, lezhanvet Didym, n’edo ket gantho, pa deuas Jesus. An diskiblien all a lavaras d’ezhan : « Guelet hon deus an Aotrou. » Mes hen a

  1. Dre ar geriou-ze, Jesus a zao sacramant ar Binijen. — Conc. Trid. Sess. XIV, can. 3.