Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/368

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 352 —

lavaret va Zad e tisgassfe varnhoc’h. Ha c’houi, chomit e Jerusalem beteg ma viot guisket deuz nerz an env, pa recevot ar Spered-Santel. »

Goude ar c’homzou-ze, an Aotrou Jesus a gassas anezho er meaz euz kear, etrezeg Bethanii, var ar menez Olived e giz ma verk levr Actou an ebestel. Neuze e savas he zaouarn hag e vennigas anezho. Epad ma vennige anezho, ez eas dioutho hag e pignas en env, el leac’h m’eo azezet en tu deou da Zoue.

Evel ma sellent outhan o vont en env, setu daou zen, guisket e guenn, a deuas en ho c’hichen hag a lavaras d’ezho : « Tud ar Galilee, perag e chomit-hu da zellet ouz an env ? Ar Jesus-se, pignet diouzhoc’h en env, a deuio ac’hano e giz m’ho peus guelet anezhan o sevel. — Levr Actou an ebestel, I, 10-11.

Goude beza adoret anezhan, e tistrojont da Jerusalem gant eul levenez vras. Ato e vezent en templ o veuli hag o venniga Doue.

Pa ’z ejont kuit, ec’h en em lakejont da brezeg e peb leac’h ; hag an Aotrou a laboure gantho hag a gennerze ho c’helennadurez dre ar burzudou a deue var he lerc’h.

————
EUR GER DIVEZA
(S. Iann, XX, 30-31 ; XXI, 25.)

Jesus a reas calz miraclou all dirag he ziskiblien ha n’int ket scrivet el levr-man. Ma vijent scrivet a hini da hini, me a gred n’eo ket bras avoalc’h ar bed evit digemeret al levriou a ve da scriva. Mes an traou-man a zo scrivet evit ma credot ez eo Jesus ar C’hrist Mab Doue ha m’ho pezo dre ho feiz, ar vuez en he hano.


————