Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/80

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —

Hogen, an deiz-se oa ar Sabbat. Ar Jusevien eta, ar pennou bras, a lavare d’an hini a ioa bet pareet : « Ar Sabbat eo ; ne c’helles ket dougen da vele. » Respont a reas d’ezho : an hini hen deus va fareet hen deus lavaret d’in : « Samm da vele ha kerz. » Goulen a rejont outhan : « Piou an den-ze hen deus lavaret d’id : « Samm da vele ha kerz ? » Mes an hini a ioa bet pareet ne c’houie ket piou ; rag Jesus a belleas dioc’h ar foul a en em zalc’he el leac’h-se.

Goudeze Jesus he gavas en templ hag a lavaras d’ezhan : « Setu out pare ; hiviziken na bec’h ket nui, gant aon ne c’hoarvezfe ganez eun dra bennag goassoc’h. » An den-ze a ieas kuit hag a zeskas d’ar Jusevien oa Jesus an hini a bareas anezhan. Setu perag ar Jusevien a iskine Jesus abalamour ma rea an traou-ze d’ar Sabbat.

Jesus a lavaras d’ezho : « Va Zad a labour bepred evit delc’her ar bed en he za [1], ha me ive. » Rag-se ar Jusevien a glaske muioc’h-mui he laza, n’e ket ebken abalamour ma torre ar Sabbat, mes ive abalamour ma lavare oa Doue he dad, oc’h en em ober evelse par da Zoue.

Jesus a respontas d’ezho : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h : ar Mab ne c’hell ober anezhan he-unan nemet ar pez a vel an Tad oc’h ober : rag kement a ra an Tad,

  1. Ar Jusevien a c’houie e labour Doue eb ehan. « Evel an tan a zev hag an erc’h a zo ien, evelse Doue a labour, eme unan anezho. » — Philon, Legis allegoria, I, 3.