Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/87

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


TREDE PENNAD
Jesus var ribl mor ar Galilee. Calz tud pareet. Dibab an ebestel.
(S. Vaze, XII, 15-21 ; X, 2-4 ; S. Marc, III, 7-19 ; S. Lucas, VI, 12-19).
————


Jesus, o c’houzout an dra-ze, a belleas ac’hano hag a en em dennas er mezou a zo var ribl al lenn. Heuliet e oue gant foul he ziskiblien ha gant eun niver bras a dud diredet euz ar Galilee, ar Judee, Jerusalem, an Idumee hag ar vro en tu all d’ar Jourden. O clevet ar pez a rea, e teue ive bandennadou bras euz broiou ar mor, euz Tyr hag euz Sidon. Deut oant evit he zilaou ha beza pareet deuz ho c’hlenvejou. Jesus a lavaras d’he ziskiblien lakaat eur vag dindan he zorn, gant aon ne vije goasket gant ar foul. Rag hen a baree eun niver bras a dud, en hevelep doare ma c’hen em daole varnhan kement hini a ioa gouliet evit touch outhan, abalamour ma teue anezhan eun nerz hag a roe ar pare d’an holl. Hag ar sperejou hudur, pa velent anezhan, a stoue dirazhan hag a ioue en eur lavaret : « C’houi eo Mab Doue. » Mes difen a rea outho, gant gourdrouzou bras, discuill anezhan. Ouz he ziskiblien ive e tifennas he zizelei. Evelse e teue da vir ar pez hen doa lavaret ar prophet Isaias : « Setu va jervicher am eus dibabet, va muia-caret a zo ennhan plijadur va ene. Me ’ lakeio varnhan va Spered, hag e tisclerio ar justis d’ar boblou. Ne rendaelo ket, ne iouo ket, ne vezo ket clevet