Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/91

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —

da bara dirag an dud, evit ma velint hoc’h oberou mad ha ma veulint ho Tad pehini a zo en env. »


3 — Al lezen goz e kenver al lezen nevez.

Arabat d’ehoc’h credi e ven deut da zistruja al lezen hag ar bropheted ; n’oun ket deut da zistruja, mes da beur-echui. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, beteg ma tremeno an env hag an douar, an disterra lizeren pe eur pic ebken ne d-eint ket euz al lezen, eb beza peurc’hreat. An hini eta a dorro unan deuz ar bihanna etouez ar gourc’hemennou-ze, hag a zesko d’ar re all ho zerri, hen dezo an diveza renk e rouantelez an envou. Mes an hini a reio anezho hag ho desko, hennez a vezo bras e rouantelez an envou. Me a lavar d’ehoc’h, ma n’eo ket brassoc’h ho santelez eged hini an doctored hag ar Pharisianed, ne d-eot ket e rouantelez an envou.

» Clevet ho peus ez eo bet lavaret d’ar re goz : ne lazi ket, hag au hini a lazo a vezo casset dirag al lez-varn. Ha me a lavar d’ehoc’h : an hini a ielo droug ennhan ouz he vreur a vezo casset dirag al lez-varn. An hini a lavaro d’he vreur : raca ! penn-scanv, a ielo dirag ar c’honseil bras. An hini a lavaro d’ezhan : fol ! a zinifi fallagr ha dizoue e iez ar Scritur [1], a vezo condaonet da dan an ifern.

» Ma teu sonj d’id, pa ginniges da brof var an aoter, hen deus da vreur eun dra bennag en

  1. Fillion, in Mat. V, 22.