Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/93

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —

Iliz ; mes nag hen, nag hi, na c’hell dimezi da eun all. [1]

» Clevet ho peus c’hoaz ez eo bet lavaret d’ar re goz : na ri ket leou faos, mes te a roio d’an Aotrou ar pez ec’h eus touet. Ha me a lavar d’ehoc’h arabat toui e neb mod, na dre an env, rag ma ’z eo tron Doue, na dre an douar, rag ma ’z eo scabel he dreid, na dre Jerusalem, rag ma ’z eo kear ar roue bras. Ne doui ket kenneubeut dre da benn, abalamour n’out ket goest da venna na da zua unan deuz da vleo. Evidhoc’h-c’houi, ma ’z eo ia, lavarit ia, ma ’z eo nann, lavarit nann. Ar pez a lavarit ouspenn a deu a berz fall.

» Clevet ho peus ez eo bet lavaret : lagad evit lagad ha dant evit dant. Ha me a lavar d’ehoc’h arabat enebi ouz an den fall. Ma sko unan bennag ac’hanot var da jod diou, kinnig d’ezhan eben ; ha ma fell da unan bennag gervel ac’hanot e barnedigez evit tenna diganez da zae, dilez ive ganthan da vantel ; ha ma redi unan bennag ac’hanot da ober mil cammed, gra daou vil ganthan. Ro d’an hini a c’houlen diganez ; na en em zistro ket dioc’h an hini a fell ampresta diganez : na reclem ket digant an hini a lam da dra. (An aliou-ze a zesk e ranker gouzanv peb tra kentoc’h eged terri lezen ar garantez). [2] Grit d’ar re all ar pez a garfec’h a ve great d’ehoc’h hoc’h-unan.

» Clevet ho peus ez eo bet lavaret : caret a ri da nessa ha cassaat a ri da enebour. Ha me a

  1. Conc, Trid. sess. XXIV, Can., 7.
  2. Bossuet, méditations sur l’Evangile, 17° jour.