Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/20

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Pe saillan drest d’er hleu, ur vouhal é men dorn,
Me faotred Lar marsé : « Arog, henneh zo gour ».
Hag é tant ar me lerh ér fank, én tan, ér skorn.
Meit hui, hui oui eroalh n'en donn meit ur péhour.

Ragsé, pe streù en noz é lorheu dré er glen
E greher er hléyer pe gouska mem bredér,
Hou péet truhé dohein, cheleùet men goulen,
Deit hag en noz e vo eidonn lan a splanndér.

Traoualh e vehè ag er huerzen-se eùit lakat Kalloc'h émesk er ré getan ag hon barzed. Enni e kaver dastumet oll en danné ha gélloud barhel dispar e ziforc'her en é skrideu, de lared é : agnen ihuel ha glan ; spered souéhus é gavadenneu hag é froudenneu ; perhuec’h e houiegéc’h e kevér er brehoneg