Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/221

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

d’emb, nikun ar hor hlé-ni. Ha ne bad ket pell er grogad. Koénieien e ramb é peuh hag éh an de gousket goudé, rak skuiz onn. Diù nozeh zo n’em ès chet cherret men deulagad, kerklous laret.

El mestr ur rann (section) ul lojig bihan em ès eidonn me unan. « Gourbi » e rèr anehon é galleg..., én arabeg eùé. Karein e ran me lojig-douar. Ur huélé-kamp, un tam planchen de zerhel léh en daol, ur gadoér plous deit ag un ti benag, chetu men glustreu. Eurus onn azé èl én ur paléz.

..... A beban é tant d’ein, er chonjeu éh onn én un taol groñnet dehé, a me ijin-spered hebkén, pé a sol er béieu yein-skorn e gousk éné ludu er Gourdadeu ? Hanval é genein ne ran meit kenderhel doh ur vuhé dereùet pellzo. Guélé, taol, kartér-noz, betag er bara poéhet eit padein, pep tra e anaùan, koun em ès a bep tra..... Marsé unan benag a me zadeu e zo bet kadour èldonn, marsé, hag é ma é inéanù e zihun en inéanù.....