Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/224

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


28 Est.

Tro ’noz em es kousket, kousket huek. Tennet en des er hanolieu boch ar hor hlé-diùenn, un dén ou des gouliet d’emb, ha nétra n’em es mé kleùet, sord ponnér e oé me hun. Ur vichér iskis é honnan.

Me faotred e zo Kernéiz oll. Tud a galon, labourenon start. Ur joé é d’ein bout dégouéhet é touez mem bredér a Vreiz-Izél, e hellan konz brehoneg dohté bamdé. Hiriù e ùélan, get men deulegad-mé, nen dé ket geu er peh e lavarer anehé dré er Bed oll. Kaored int, me faotred, guir vibion d’er varhegion-hont e leské bro ha tud, e saillé ar ou jao hag ié de verùel d’er Groéziadeg.

Vad en des groeit er brezél d’er Vreiziz. É léh ou bout méh ag ou orin, ou fenn e saùant plom hiriù. Balhdér er ouen, oeit de gousket kant-uigent vlé zo é bé er Chouan