Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/229

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

vañn. Oll en douar, ardro d’ein, e zo goleit a zél marù, dél er bléieu arall, rag er faù-man e zo glas hoah ou fenneu. Droug e ra d’em halon kleùout er gué bras é kouéhel, én um stokein doh en douar, get un trouz hanval doh difronkad ur ramps. Ken nerhus int, ken yañn, ken kaer, faù me hoedeg ! Beta pegours enta, men Doué, e chomo er brezél kri-man de drohein grouiad er vuhé ér hoedeuiér, en tiegèheu, é pep léh ? Un dén, ur ùéen é oed hé nerh, un druhé é ou guélet é kouéhel... Me fenn e lakan é men deuorn, hag eit donet de aukouéhat en dismantreu e rèr aman, chonjal e ran.

Men Doué, ém halon eùé éh es dismantreu. Hanval é genein én un taol é tereù en dél meléniet de goroll ardro d’ein. Ur goroll goustad, ur goroll trist, édan aùélen un hanv tost d’er bé. Sellet e ran dohté ha chetu ind, en dél diséhet, ha kemér dremmeu e anaùan.