Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/235

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


El ma tereù er Judica, taùein e ra er hanolieu. Peuh divent er hoedeg um geija get peuh douéel en Overenn, ér beuré kun a ùenholo. A lein en néanù, a lein er gué er peuh e ziskenn ar en dud a vrezél. Hag én un taol ou stum a vrezélerion ou des kollet : nen des mui aman meit Kelted deit de gonz doh ou sent, kristenion deulinet dirag Drem azeulet ou Hrist.

Na péh yeh e gonzint ? « Kaer e vehé, e laren étré Doué ha mé, eurédein er sul-man meurded rouèel er hoédeg koh ha doustér kañnenneu mem bro. Reih e vehé d’er bobl tolpet aman kannal é bréhoneg pédenneu katoiik... » — Amzèr n’em ès ket d’obér hiroh chonjen, rag chetu ur béleg-kadour é vont dré er baré, hag e rein de beb unan « Leor Kantikou Kerné ». Skriùet e oé get Doué em mehé bet, er beuré-hont, er joéieu oll.