Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/237

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

« Kantik ar Baradoz », en des kemennet er beleg, ha ni ha lezel neuzé hor chonjeu de neijal get en ton sé ken kaer, de bignat betag en iliz-veur peurdabel, biskoah devéet, e chom é hunvréieu er Gelted, hag e lakamb ebarh, get er Uerhiéz hag er Sent, oll er ré karet d’emb ar henteu douar-man, — édan selleu madelèhus Doué hon Tadeu, Jézus. Sellet doh selleu er bobl-man. Ankouéhet hé des er hoedeg, er brezél hag en druhegeh ; n’ou des kén chonj meit én ou Doué, e zo azé, e ya de zeval éné kent pell...

Diskenn e ra. Didrous, goustad en deu gant Vreizad e dosta doh en Osti, e zégemer en Osti, e ya éndro get en Osti. Peb unan e ra eiton, én eur-man, ne chom ket en eil de sellet doh e gilé. Peb unan en des é zobérieu de laret d’en Tad ; peb unan ur boén benag dehon é-unan de skuillein e halon er Hariad. Neoah, a pen dint katolik, ou fédenneu