Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/80

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Breman e huañnadamb hag er glahar hor moug,
Flastret é hon diskoé d’ur yaù ponnér de zoug,
    Hor goèd d'hon mestri hon ès reit
    Hag ind hor lak didan en treid.

Hon tadeu e oé bras, kabestr erbet n’ou doé
Eit Mestr ne anzaùent nameidoh Eutru Doué,
    Ha ni, ur vagad meùelli
    En dès hor pléget d’ou béli.

Goudé hor frankizieu hor fé ou dès goasket,
D’en dias é tei geté ma n’hé dioallet ket,
    En aotérieu e ziskarant,
    Doh Hou konzeu hoarhet e rant.

Noz du er bayañneh, ur bayañneh méhus,
E léd ar er bed koh hé mantel blaoahus :
    Eit hé anbroug én hent téoél,
    Jésus, chomet get Breiz-Izel !