Pajenn:Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou, 1836.djvu/152

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
148
Pedenn diouc’h an nôs.


Hac a c'houlen ive pardoun
Ous tad ha mam à vir galoun.

Jesus.

Clêvit oll, tadou ha mammou,
Selaouit ho pugaligou
Prosternet amâ dirazoc’h
O c’houlen pardoun diganeoc’h

Ar Vugale.

Pardoun, va mam, pardoun, va zad,
Ni a so bugale ingrat ;
Elec’h ober ho plijadur,
Ni zo het, siouas, dinatur.

Jesus.

Ho pugale so glac’haret
D’ho peza, siouas, offancet ;
Grit ur sell à drues outo,
Ha roït bremâ pardoun dezo ;

Ar Vugale.

Ni ho suppli, va mam, va zad,
Hon recevit en ho craç vad :
Ni bromet deoc’h a dra certen
Ho carimp guell hivisiquen.

Jesus.

Pardounit, tadou ha mammou ;
Pardounit ho pugaligou ;
Me o deus muya offancet,
Hac am eus dezo pardounet.

Ar Vugale.

Ne refusit quet ac’hanomp ;
Jesus er goulen evidomp :
Abars mont d’ar gommunion,
Roït deomp ho penediccion.