Oll sent eus a ênvou, prestit din ho carantes,
Roit din ho calonou evit caret va Doue :
Jesus, c’houi vo va c’harante
Hac en nos hac en de.
Languissa’ran gant c’hoant da dibri gant an æle,
Ar mœus qen excelant preparet gant Mab Doue :
Jesus, contantit va c’halon
Dre ar gommunion.
Allas ! ô pa sonjan penos emeus offancet
Ar mignon ar guella hac ar fidella pried :
Jesus, gant glac’har em c’haloun
E c’houlennan pardoun.
Nan, ne veritan qet, m’en anzav gant guirione
Goude beza pec’het, dibri bara an æle ;
Jesus, c’houi eo ar santeles,
Ha me ar pec’her qès.
Action à c’hraç.
O caëra chenchamant dre an effet d’ar graç-se !
Va c’halon a seblant chenchet ennon â neve :
Jesus, oll joa an æle,
Zo bremâ em ene.
Na meus qen plijadur nemet o sonjal bremân
Penos ho crouadur zo ganêc’h ha c’hui gantân :
Jesus, â galoun me ho ped,
Chomit guenên bepret.
Ne gomzit din pelloc’h eus ar bed nac ê vadou ;
Mil guech on contantoc’h vit perc’hen an tenzoriou :
Jesus, dre oll e voar contant,
El lec’h ma vec’h presant.
Calon, memoar, speret, sonj, dezir ha bolonte,
En em unanit oll da adori Mab Doue :