32
Canticou spirituel
P’en em gueffot à bep tu attaquet
Gant diaoulou cruel hac arraget,
E c’houlennot sicour diguenê-me,
Hoguen ouzoc’h ne glevign quet neuse.
Quent-se d’am zro goap ac’hanoc’h a rign,
Divar ho coust gant joa vras e c’hoarzign,
Oc’h o qüelet trist ha disesperet
O vont da goll gant ho fals mignounet.
Hac en zo den quer criz ha quer câlet
Na ve nepret gant queme-mâ touchet,
Ha na zeüe quet d'en-em gonvertissa
Var ben ma zaï eus à vuez ar hed-mâ.
Rac-se va breur, ha c’hui va c’hoar gristen ;
An avis-mâ n’ancounac’haït biquen ;
Imprimit-en en ho calon er-vad,
Mar oc’h eus c’hoant ho pe eur maro mad.
Ar pez neuse a garroc’h ho pe great,
Grit-en bremâ hep differi nep-mad,
Rac ma n’er grit endra oc’h eus an amzer,
Ne gueffot quen nemed an dizesper.
Pliget gueneoc’h, hon Autrou souveren,
Rei deomp ar c’hraç da ober pinigen ;
Ma hor bezo eur maro precius,
Evit goude beza gueneoc’h eürus.
|
SEIZVED CANTIC.
Var ar Varn general. Var ton : Guers an tad Maner.
Tavid, o tud incredul,
Inutil eo pledi ;
List ho caquet ridicul,
Ha disquit humbl cridi.
|