42
Canticou spirituel
Evit gallout evita
Rigor ho jujamant.
E Sacramant an Aoter,
En ho tabernaclou,
Ouc’h eun oan leun a zouçder,
Un tenzor a c’hraçou ;
Eno me oc’h adoro
Ar rest eus va bues ;
Eno me a imploro
Bremâ ho trugares.
|
EIZVED CANTIC.
Clêmou ha disesper an dud daounet, da zeiz ar varn goude o setanç. Var ton : Ælez an Eê deut d’an doüar..
D’an deiz diveza eus ar bed,
Pe guen estranch vezo clevet
Ar c’hlemou eus ar re gollet,
Goude ma vezint condaounet !
Crial a raïnt à boues-pen
Gant glac’har vras, ha gant anquen ;
Autrou Jesus, guir vap Doue,
Ho pet truez ous hon ene.
Ar Barner just a respounto,
O sellet rust meurbet outho ;
An or à druez zo serret ;
Pelloc’h ne deus pardon ebet.
Gant va goad deoc’h, tud milliguet,
Ar Barados am boa prenet,
M’ar carjac’h beza bet sentet
Ouc’h va lezen deoc’h annoncet.
|