63
Canticou spirituel
Anfin, an Ilis Triomphant
Eo ar re zo presantamant
O jouissa hac o repos
Er c’hloar emeus ar Barados.
O fedennou santel en êe
Evidomp oll dirac Doue,
A zo dre Jesus hon Autrou
Ur zourcen eus à faveuriou.
Va Doue, houma eo va c’hreden,
Quent renonç dezi e varfen ;
e a gred c’hoas quement a gred
An Ilis santel ho pried.
Guerc'hes, pedit ho Map Jesus
Da rei ding ar c’hraç precius
Da gredi ferm ha da heuil reiz
An oll articlou eus ar feiz.
|
C’HUEZECVED CANTIC.
Evit elevi hor c’halon è-treze Doue, o Consideri an traou en deveus crouet. Var an ear gallec : Quand le péril est agréable.
Me ho cleo, hac ho quel o cana ;
Petra ganit-hu, laboucet ?
Gant Doue ouc’h quer brao furmet,
Me sonch er c’hanit bremâ.
C’hui en ho yez a zeu d’o veuli
E peb carter, hac e peb coat ;
Perac na zeu va mouèz ingrat
Da imita ho c’hini ?
Courach, courach eta laboucet,
Lavarit ato er c’hoajou
|