Pajenn:Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou, 1836.djvu/7

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AVERTISSAMANT.


————


Ar C’hanticou spirituel a so bet atao en usach, quen el lezen ancien, quen el lezen nevez. Ar Speret-Santel en deus en em servichet anezo evit annonç ar Mysteriou brassa eus hon religion ec’his ma er remercomp en Déstamant coz, hac ec’his ma velomp c’hoas en Déstamant nevez. Sant Paol a exorte ar Gristenien e commançamant an Ilis, d’en em rejouissa e Doue, ha da gana en o assembleou hac en o entretienou Canticou spirituel. Evelse, a bep amser, eo bet ar c’hustum gant an Tadou santel hac ar Missioneryen Apostolic, da lacat ar Gristenien fidel da gana Canticou devot en o langach prop.

Ar fin hac an intancion p’evit hini e lequear cana ar c’hanticou spirituel-mâ, eo da guenta evit banissa eus à douez ar Gristenien an discoursou fall hac ar soniou dishonest a glever alies ganto, hac a so quen noasus d’an nep o c’hleo gant plijadur couls ha da nep o c’han. D’an eil evit m’an devezo ar bopl peadra d’en em recrei hervez Doue en o labour hac er poaniou o devez var o c’horf ha var o speret. D’an trede evit o instrui en eur fæçoun agreabl ha facil var an traou