Pajenn:Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou, 1836.djvu/8

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

so necesser d’o silvidiguez ; ha d’ar Pevare, evit disqui da gana meulodiou Doue var an douar ec’his ma o c’han an Ælez hac ar re eürus ebarz en Ee. Quemen-se a rea da gals a dud santel ma canent alies Canticou a zevocion en o farticulier, ec’his ma e remerquer e buëz naouspet ini anezo pa o divige ispicial ur sujet bennac à dristidiguez evit soulagi o affliccion, hac evit meuli Doue quer couls en adversite evel er brosperite.

Chetu a-ze p’evit deçzin e zeo composet ar C’hanticou-mâ pere, oc’hpen ma zint agreabl da gana, a ell ivez beza profitabl d’an nep a rai un usach mad anezo, pa na ouffet quet mêmès o c’hana, ha pa na raet quen nemet o lenn, evel ma ve mad da ober bemnos goude coan e presanç tud an ty, pe da viana da sul ha da c’houel goude ar Servich divin. Plige gant Doue e cvhallent sicour en ûr façoun bennac ar re ma couezint etre o daoüarn, da avanç en hent eus ar silvidiguez, ha da dremen ervad ispicial an deizyou santel eus ar sul hac eus ar goüelyou berzet !

Evelse bezet great.


————