Qement-se a rea da gals a dud santel ma canent alies Canticou a zevotion en o farticulier, ec’his ma e remerquer e buez naouspet ini anezo, pa o divige ispicial ur sujet bennac a dristidiguez, evit soulagi o affliction, hac evit meuli Doue quer couls en adversite evel er brosperite.
Chetu ase p’evit deçzin e zeo composet ar C’hanticou-mâ pere, oc’hpen ma zint agreabl da gana, a ell ivez beza profitabl da nep a raï un usach mad anezo, pa na ouffet quet memes o c’hana, ha pa na raet quen nemet o lenn, evel ma ve bemnos goude coan e presanç tud an ty, pe da viana da sul ha da c’houel goude ar Servich divin. Plige gant Doue e c’hallent sicour en ûr fæçon bennac ar re ma couezint etre o daoüarn, da avanç en hent eus ar silvidiguez, ha da dremen er-vad ispicial an deizyou santel emeus ar sul hac ar goüel berzet !
Evelse bezet great.
Sonjet eo, en interest ar Vretonet, augmanti al Levr-mâ demeus eur C’hantic caer benac, pere a vanque bete vremâ.