Pajenn:Canticou spirituel evit ar Missionou, retrejou, ha communion ar vugale.djvu/11

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

⚜⚜⚜⚜⚜:⚜:⚜⚜⚜⚜⚜


CANTICOU SPIRITUEL.
————
QUENTA CANTIC.
E pihini e c’halver ar bec’heurien da zistrei ouc’h Doue.


Selaouit gant joa,
Va breur, va c’hoar eürus,
Eur c’hêlou ar c’haëra,
Quelou meurbet dudius ;
Ar Mission santel
Gueneoc’h oll quen desiret,
Dre c’hraç an Éternel
So deoc’h amâ digoret.

Tenzoriou precius,
Digacet eus an Eevou,
Graçou delicius
A ravis an eneou ;
Induljançou plenier,
A bep pec’het absolven,
Hac ar pardon antier
So e creis ho courc’hemen.

Danvad queaz dianquet.
A douez an dénved fidel,
Pell a so fatiguet
O redec enchou cruel ;
Jesus, ar Pastor mad,
Charmet daz veza cavet,
Az dougo a vriad
Etouez e vella deved.

Gueichall ar Mab prodic